Preder

Geriadur ar vezekniezh

impédanceimpedanceluzded b.

Harz a-berzh ur reizhiad pe ur metoù ouzh treled un anadenn drovezhiek ; keal arveret en Dredanouriezh (rannad ar c'hemm barr etre bonnoù ur rehent dre read ur red pebeilat), e Loc'honiezh an heverennoù (rannad ar gwask dre ar c'has en un trevnad sanelloù) ; er Vevedouriezh e talvez da studiañ diver an aer e skoultreg an analañ pe ar gwad er reizhiad wazhiedel ; luzded ar reizhiad talmerel a reer eus teskad ar parennoù o herzel ouzh an diflistr kofigel (stad speurioù ar gwazhied, gludegezh ar gwad, h.a.).

Kent War-lerc'h