Hentenn vezegañ amkanet da zaskemmañ araezioù difenn ar bevedeg : 1) pe startaat an erwezhiañ ouzh un antigen lavaret, a) dre sankañ gwadveiz pe immunoglobulin evit pourchas an antikorfoù spesadel (hangaegurañ gouzañvat), b) dre ar vaksingurañ, o tec'han paridigezh an antikorfoù (hangaegurañ oberiat), c) pe nershaat an erwezhiañ dre araezioù anspesadel (BCG pe, pa vez divig hangaeel, dre sankañ gammaglobulinoù pe imboudañ mel eskern) ; 2) pe dereizhañ erwezhioù ezreol ar reizhiad hangaeel, da skouer an anaezioù allergek pe furmidigezh an hangaegemplezhioù ; 3) pe astaliñ an erwezhioù difenn, da skouer evit ober gougemer un imboud pe un organ treuzplantet (sl. immunisation adoptive).