Preder

Geriadur ar vezekniezh

immunoglobulineimmunoglobulinimmunoglobulin g.

Termen genadel oc'h erdalañ globulinoù diseurt, dezho luniadoù bevgimiek leteñvel, gougevret hogos an holl anezho ouzh stroll ar gammablobulinoù (arouez Ig), bezant er gwadveiz hag e lies liñvenn vevedel, ganto ur gwered antikorf hag ur roll bevret en emziwall ar bevedeg diouzh ar c'heuziadoù ; dasparzhet emañ an Ig etre 5 kevrennad : IgG (ar re baotañ), IgA, IgM, IgD, IgE (Aozadur Bed ar Yec'hed) ; en holl gevrennadoù, e c'hoarvez ar molekul a zaou zigorvell polipeptidek ereet kenetrezo gant pontoù disulfidenn : ur re digorvelloù skañv pe digorvelloù L (eus Sz.  light chains ), boutin etre holl gevrennadoù Ig, daou seurtad anezho arouezet κ ha ha λ hag ur re hag ur re digorvelloù ponner pe digorvelloù H (eus Sz  heavy chains ), piaouel da bep kevrennad Ig : digorvell γ evit evit an IgG, digorvell evit evit an IgG, digorvell α evit an IgA, digorvell evit an IgA, digorvell μ evit IgM, digorvell evit IgM, digorvell δ evit an IgD, digorvell evit an IgD, digorvell ϵ evit an IgE (e-touez ar re-mañ ar reaginoù, dizoloet e 1966) ; dibarek eo ur seurtad Ig, nann dre o luniad, met dre o orin : an Ig monoklonel, borc'het gant an un klon plasmokit, alese an unrezhded molekulel anezho ; war dresenn an tredannizhañ e vezont rezhiennet dre ur pik uhel ha strizh ; kavet e vezont en holl gevrennadoù Ig, hag an arouez e vezont peurliesañ da gleñvedoù yud ; enaozet e vez an Ig gant ar c'helligoù limfoidel (limfokit B), ha dreist holl gant ar plasmokit, dindan reolerezh lies reizhiad genennoù ; da notañ e c'hell molekul Ig 'zo bezañ kiriek d'ur gwered antigen. evit an IgE (e-touez ar re-mañ ar reaginoù, dizoloet e 1966) ; dibarek eo ur seurtad Ig, nann dre o luniad, met dre o orin : an Ig monoklonel, borc'het gant an un klon plasmokit, alese an unrezhded molekulel anezho ; war dresenn an tredannizhañ e vezont rezhiennet dre ur pik uhel ha strizh ; kavet e vezont en holl gevrennadoù Ig, hag an arouez e vezont peurliesañ da gleñvedoù yud ; enaozet e vez an Ig gant ar c'helligoù limfoidel (limfokit B), ha dreist holl gant ar plasmokit, dindan reolerezh lies reizhiad genennoù ; da notañ e c'hell molekul Ig 'zo bezañ kiriek d'ur gwered antigen.

Kent War-lerc'h