Preder

Geriadur ar vezekniezh

immunoélectrophorèseimmunoelectrophoresishangaedredannizhañ

Hentenn elfennañ al liñvennoù bevedel kemplezh dre gevreañ gwered skarat an tredannizhañ hag an dierc'hiñ spesadel diwar-bouez ur gwadveiz eraozet evit dazgwerediñ a-ziuz ouzh ur protein plasmatek, un immunoglobulin da skouer ; al liñvenn da elfennañ entoueziet en ur gel, a ya dindan wered un tredanvaez o skarat ar proteinoù hervez tizh amgenk tredannizhadel pep hini ; ar gwadveiz eraozet a skuilher en ur sazil a-stur da roud an nizhañ ; dre skignañ er gel e kej an antikorfoù a zo ennañ gant o antigenoù keñverek ha furmiñ regoù dierc'hiñ dinoüs (sl.  immunodiffusion, immunofixation).

Kent War-lerc'h