Preder

Geriadur ar vezekniezh

immunodiffusion : technique d'∼immunodiffusion, gel diffusionkalvezder hangaeskignañ

Hentenn arglask ha dezventañ un antigen en ur gwadveiz, dre lakaat war wel reizhiadoù antigen-antikorf dre zierc'hiñ en ur metoù gelekaet ; mar revez an antigen er gwadveiz, pa zegaser hemañ e diastok ur metoù gelekaet (geloz) intret gant an antikorf keñverek, e tinod un dierc'had o skignañ dre ar geloz en ur furmiñ regoù dierc'hiñ el lec'hioù ma vez ar c'henfeur azasañ etre bec'hioù ketep an antigen hag an antikorf, o pourchas dre se an araez da briziañ feur an antigen er gwadveiz.

Kent War-lerc'h