Teskad araezioù difenn ar bevedeg ouzh ar c'heuziadoù allevel, lod o vezañ anspesadel (reizhiad dourennel : klokaenn, properdin, opsoninoù ; reizhiad kelligel : histiokit, makrofag ; interferon), lod all o vezañ spesadel, azasaet evit an difenn ouzh un antigen dibarek : an antikorfoù gwadveizel (hangae dourennel) hag al limfokit T, gwezherioù an hangae dre handizh kelligel (sl. carence immunitaire, cellules immunocompétentes, immunité).