Preder

Geriadur ar vezekniezh

iléusileus, intestinal obstructionstoc'had g.

Antreizh pervez lemm pe henek ; hervez ar wikefre, e tiforc'her : 1) ar stoc'had bestlel (Gl.  iléus biliaire, Sz.  ileus by impacted gallstone), diwar ur c'hrouanenn vestl skoilhet e-barzh oaled ar pervez ; 2) ar s. dialuskel pe dasstrizhel (Gl.  i. dynamique, Sz.  dynamic i.), diwar un andag a 'r pervez, 3) ar s. treloc'hel (Gl.  i. mécanique, Sz.  mechanical i.), e dianlen pe a) brevadur ar pervez hag e wazhied ( s. dre dagelladur, Gl.  i. par strangulation), pe b) stankadur oaled ar pervez gant ur c'horf estren pe un isvoll ( s. dre steviadur, Gl.  i. par obturation) ; 4) ar s. mekoniel(Gl.  i. méconial, Sz.  meconium i.), antreizh pervez an nevezc'hanidi diwar chagadur ar mekoniom e-barzh ar yunegenn, furm gentratañ ha grevusañ ar mukoviskidoz, 5) ar s. peluzel (Gl.  i. paralytique, Sz.  adynamic i.), diwar astal an amdonnegezh.

Kent War-lerc'h