Strafuilh ar prezeg e rezh un heuliad fourradus didorr a brepozioù hep keñver gant ar blegenn, hep kantalc'h poellel, hep liamm etrezo estreget advantoù sterel pe sonel, o vont alies betek an dislen ; unan eus azonoù pennañ ar mania ; un arvez eus diflip an dezevoù eo ar froudareizhañ (sl. euphorie, logorrhée, manie).