Preder

Geriadur ar vezekniezh

ictus amnésiquetransient global amnesiaorc'had ankoun

Barrad o padout un nebeut eurvezhioù, dezhañ un deroù hag un dibenn trumm, naouus dre un ankoun eus an devoudoù bep ma c'hoarvezont (ankoun dianezat) endra van reol realezh ar gouziviad a hent all ; goude an orc'had ne chom eñvor ebet eus ar pezh a zo bet ; peurliesañ e tarvez an o. a. goude c'hwegont vloaz ha ne zegouezh nemet ur wech ; kuñv eo an erdeb ; dianav an arbenn anezhañ — dindan gevarguz e chom ur miarc'hwel e rannbarzh ar pennmarc'hig (sl.  amnésie, attaque).

Kent War-lerc'h