Termen kinniget gant Blumberg diwar bennlizherennoù Institute for Cancer Research, evit aroueziñ an unvez amparet gant ur viruz ha parzhiadoù o tont eus e herberc'hier ; e se, goloenn viruz an avufo B, sellet evel an antigen Aostralia, zo enni antigenoù amprestet digant ar gouziviad a ro bod dezhañ ; pa ento hevelep viruz en ur gouziviad all na biaou ket antigenoù a seurt gant ar re o tont eus an herberc'hier kentañ, ez erwezh feuls an herberc'hier nevez dre barañ antikorfoù ha diwar ar c'henniñv hangaeel-se e tisoc'h un avufo lemm, grevus, na c'hell pareañ nemet dre zistruj ar viruz ; en eneb, mar bez an antikorfoù bezant endeo en eil gouziviad, ne vez gantañ erwezh difenn ebet hag e c'hoarvez ur pore diazon ; un trede degouezh ez eus : pa na vez nemet ur gerentiezh antigenel darnel etre an ikron hag an danvevad nevez, ez erwezh hemañ dre barañ antikorfoù dourennel hag anadennoù hangae kelligel handizhek : aloubet e vez an avu gant kelligoù hangaec'hougon ha deroù zo da zedro un avufo henek gwezhius (sl. cellules, immunocompé-tentes, hépatite B, hépatite chronique, hôte, immunité).