Mideñv kroc'hen hêrezhel treuzkaset er mod trec'hek pe enkilek hervez ar furmoù, oc'h anadiñ e-kerz mizvezhioù pe vloavezhioù kentañ ar vuhez e rezh ur c'hroc'hen sec'h ha goloet gant gourc'hennoù moan heñvel ouzh skant ar pesked, astennet d'ar c'horf a-bezh nemet an dremm, ar plegoù, ar palvoù hag ar solioù (i. skoedigel pe naervanek, Gl. i. scutulaire pe serpen-tine) ; en i. kornvanek (Gl. i. cornée) e vez ledan ha tev ar gourc'hennoù, o tennañ da skant ar saorianed (saoriaziz) pe da bikoù an daredeged (i. hystrix).