1 Keal a gaver e wrizioù en Henved koshañ (Egipt), assammet gant ar vezeion c'hresian (Hippokrates, Platon), a oa hini ul liamm etre ar grozh ha kleñvedoù 'zo a 'r beneved (hGr. <usterik'os “histerek") ; etre ar 17t hag an 20t kantved e strivad da azneveziñ intenterezh ar strafuilhoù dindan an anvad “hystérie”, “hysteria” (Sydenham, Mesmer, Charcot, Freud) ; hemañ diwezhañ eo a ginnigas evit an Hysterie un displegadur gouiziel hag ur staelad etouez ar bredanaezioù, dre he rannañ e lies furm : Angsthysterie (darfell enkrez) ma vez an arur an azon pennañ, Konversionshysterie (darfell amdreiñ) ma eztaol ar gouziviad e genniñv bred e rezh azonoù kreudel (peluz, aneraez, gostoù), traumatische Hysterie (darfell daraezel), h.a. ; hiziv ne vez ket arveret nemeur an termen hystérie, darfell er Vezekniezh, en abeg d'ar c'hennotadur gwashaus hag ivez pa denner da erlec'hiañ un hanc'herieg bredkreudel ouzh prezeg ar Bredelfennerezh (sl. névrose).