Teskad azonoù diwar izeladur grenn ar plasma ha, da heul, an dourusvec'h kelligel o tarvezout e stadoù isvec'h ar c'hevionennoù plasmatek (natriom pergen), azoniad dec'hanet gant koll an holen (c'hweladoù, darc'hoal, skorted uslounezhel lemm) pe gant azdalc'h lounezhel an dour (skorted al lounezhi pe ar galon) ; anv a reer neuze eus azoniad pistriadur dre an dour, naouus dre an anilboued, an doñjer ouzh an dour, glebder glaourgenn ar genoù, ar c'hweladoù, an troazhisvorc'h, ar gwadisvec'h natriom ha klor, ar gwadusvec'h urea, an asikted, ar glazoù, ar c'hlopennad, ar goabrennegezh, ar glizi hag ar c'homa a-wechoù ; d'e brederiañ ez argrenner an euvriñ dour ha, diouzh ret, e tiounezer holen.