Skorted borc'hañ ar skoedenn erzerc'haet dre furmoù gougel miksedem, an hini skañvañ anezho o vezañ skoedisvorc'hegezh kuñv henek Hertoghe ; hervez an arbenn, e lakaer kemm etre ar s. eilvedel, diwar skorted ar c'hougorfenn, hag ar s. kentael ganedigel pe arzeuat ; ar furm-mañ diwezhañ, ha hi ar baotañ, a vez dianlen pe d'ur skoedennfo unanhangaeel (miksedem isteñvel, kleñved Hashimoto), pe d'ur mezegadur (amiodaron, iod 131, litiom) ; ar prederiadur a c'hoarvez a levotiroksin e diounezadur pemdeziek (sl. Hashimoto : goitre lymphomateux de ∼, myxoedème, myxoedème).