Azoniadoù dec'hanet gant miarc'hwel gronnoù leur draoñ an trede kambr, en o zouez kreizennoù ar sec'hed, ar walc'hted hag ar gwrezarouleviañ, kennasket puilh gant ar reizhiad nervstruzhel hag o reoliñ dre o nervvorc'hadoù arc'hwelerezh ar c'hougorfenn : strafuilhoù er c'hennevid dourtredanel (diabet heuz, ansec'hed, azdalc'h dour ha natriom), e kennevid ar glukid hag al lipid (borrder, treuted), en enborc'herezh, dre reñver pe dre ziouer, ar stimulinoù rakgougorfennel (kortiko-, gonado-, tireostimulinoù, hormon somatotropek, prolaktin), mihun, mineuzid, h.a. ; strafuilhoù holl e dianlen un daraez klopenn, un empennfo, ur pilhonfo a-ziaz, ur yoc'henn gefin (gougorfenn).