Teskad ar strafuilhoù nervel ha bredel dec'hanet gant leiadur ar gwask enklopennel e dianlen un dourisvec'h muiek, ur fuadur liñvenn benn-kein dre frinaouez pe un amdreugañ a 'l liñvenn benn-kein ; deraouiñ a reont dre ur gemmadenn neuzid, ur c'hlopennad, c'hweladoù, un dargud, alies ivez dre ur gwrester, un dourisvec'h ha strafuilhoù gwazhiedloc'hadel ; da eil e tarvez un arluz, glizi, peluzioù hag ur c'homa marvus war verr dermen ; an trepanañ-ezwanañ, en ur ziskuliañ an iswask er c'hambroù kostezel, a ro an tu da ensinklañ aer pe dileizhad kengrennek ha d'ober d'an azonoù steuziañ (sl. déshydratation, dérivation du liquide céphalorachidien dans l'hydrocé-phalie, trépano-ponction).