Preder

Geriadur ar vezekniezh

hypoplasie rénalerenal hypoplasiaiswe lounezhel, lounezhiswe g.

Kammneuziad c'hanedigel o c'hoarvezout eus isvent un pe an div lounezh e dianlen ur rizhell- pe ur c'hrouellnaoued ; hervez ar furm e tiforc'her 1) al lounezhiswe daoudu gant oligonefroniezh pe iswe oligomakronefronek ma stader en ur ser isniver an nefron hag usvent ar bloueigoù hag ar pibelloù, o tizhout ar magadelled, naouus ent klinikel dre c'hweladoù, terzhienn, ustroazh, dilerc'hiñ savder-pouez, marvus e mizioù pe e bloavezhioù kentañ ar vuhez, 2) al lounezhiswe hanrannel, alies untu, ma stader ul lounezh vihan, enni ur pebeilad lijorennoù reol ha kleñvedel, anvloueigel, hag ent klinikel, gant ar vugale, un uswask talmerel, an dedro o vezañ a-geñver gant astennded an anafoù.

Kent War-lerc'h