Gwagrenn enborc'hañ loet e diaz an empenn e-barzh an dibr turkek, anezhi ur parzh adreñv, an drekgougorfenn (TA neurohypophysis) e-pign ouzh ar gouzerc'hvel dre ar founilh (TA infundibulum) hag ur parzh araok, ar rakgougorfenn (TA adenohypophysis) ; dre araez ar stimulinoù ez aroulev ar c'hougorfenn un niver gwagrennoù enborc'hañ er bevedeg.