Tuadur kleñvedel da vezañ nec'het hep abeg gant yec'hed an unan pe arc'hwelerezh un pe lies organ ; kemm a lakaer etre ur furm leiek, pe hipokondriezh neurozel, pa chom emouez ar gouziviad ouzh kleñvedegezh e brederi, hag ur furm vuiek, pe hipokondriezh ambreel, ma kred da vat bezañ gant ur c'hleñved grevus (ur pore, ur pistriadur, ur c'hankr) ; er stadoù eizhañ e stader un ambren a 'n anrevoud (Gl. délire de négation) pe azoniad Cotard, ar c'hlañvour o haeriñ n'eus ket eus organoù 'zo eus e gorf ha betek eus e gorf e unan (sl. idées de négation).