Muiadur ar gwask e-barzh rouedad talmerennoù an amred bras ; e 1999, gant Aozadur Bed ar Yec'hed, ez eo bet rummet liveoù an uswask hervez tri derez : I (140/150 mmHg evit ar gwask sistolel – 90/99 evit ar gwask diastolel), II (160/179 – 100/109), III (> 180 – 110) ; e dianlen an uswask e tarvez aliezik klopennadoù, strafuilhoù skiantennel leiek, glazoù an eizhaennoù hag, a-wechoù, rouestladoù grevus : darvoudoù gwazhiedel an nerveg, skorted ar c'hofig kleiz, skorted al lounezh ; ar furm liesañ eo an uswask hennadek ; dibaotoc'h e vez furmoù eilvedel d'ur gammneuziad (goudag an aortenn), d'ur pistriadur (regalis, simpatikomimeteier), d'ul lounezhad (parenkimatus pe wazhiedel) pe d'un uslounezhennad.