Ezreolded hêrezhel ar gwagrennoù us-lounezh, treuzkaset er mod aotozomek enkilek, naouus dre zivigad unan eus an enzimoù ret da enaozerezh ar glukokortikoidoù ha, da heul, anvorc'h ar c'hortizol hag uspar erwezhiat an ACTH ; e dianlen hemañ e tarvez uswe an uslounezhennoù hag usvorc'h an androgeneier ; ent klinikel e stader peurliesañ ar c'hourevegezh hag an uswask talmerel ; un hevelep divigad enzimatek zo ivez en orin degouezhioù a 'n azoniad uslounezhganadel hag a 'r gaenusvorc'hegezh.