Preder

Geriadur ar vezekniezh

hyperlipidémiehyperlipidaemiagwadusvec'h g. lipid, lipidwadusvec'h g.

Reñver kementad bloc'hel al lipid er gwad, pe seurtad bennak e ve ar rann vuiek : lipoproteinoù (kolesterol, triglikeridoù, fosfolipidoù) pe trenkennoù druz rez ; dreist 8 g/l emañ feur al lipid hag o vont betek 50 ha 100 g/l zoken ; hervez seurtad al lipoproteinoù muiek, e tiforc'her 5 rumm : rizh I, naouus dre vuiadur a-galz ar c'hilomikronoù hag an triglikeridoù (sl.  hyper-lipémie) ; rizh II, naouus dre vuiadur ar b-lipoproteinoù hag ar c'holesterol, (daou seurtad anezho, ar rizh IIa, gant muiadur an LDL hepken, hag ar rizh IIb gant muiadur an LDL hag ar VLDL, sl.  hypercholestérolémie) ; rizh III, kemmesk, gant muiadur kevret ar b-lipoproteinoù (alese ar c'holesterol) hag ar rak-b-lipoproteinoù (alese an IDL, triglikeridoù endeuat) — ent klinikel e noter ksantomoù stirennel ha dispuilhat, laurioù en argreuzenn ha tuadur d'an ateroskleroz ; rizh IV (gwadusvec'h lipomikronoù) gant gwadveiz laezhvanek puilh ennañ ar rak-β-lipoproteinoù hag an triglikeridoù endeuat (VLDL) ; e stadañ a reer er miksedem, en azoniad nefrotek, en diabet, gant ar rakdiabeteion borr hag urekwadusvec'hiek hag an alkooleion, e-kerz an ikterioù dre azdalc'h ; raktuañ a ra d'an ateroskleroz ; -lipoproteinoù hag an triglikeridoù endeuat (VLDL) ; e stadañ a reer er miksedem, en azoniad nefrotek, en diabet, gant ar rakdiabeteion borr hag urekwadusvec'hiek hag an alkooleion, e-kerz an ikterioù dre azdalc'h ; raktuañ a ra d'an ateroskleroz ; rizh V, dibaot, o tiraez ar re yaouank, o kevrediñ ar rizhoù I haIV.

NOTENN : Darbennet eo an teskanvioù LDL (Sz.  low density lipoproteins, Br.  lipoproteinoù douester izel), VLDL (Sz.  very low density lipoproteins Br.  lipoproteinoù douester izel kenan), IDL (Sz.  intermediate density lipopro-teins, Br.  lipoproteinoù douster etreat), HDL (Sz.  high density lipoproteins, Br.  lipoproteinoù douester uhel).

Kent War-lerc'h