Preder

Geriadur ar vezekniezh

hyperhydratation globale : syndrome d'∼total hyperhydratation syndromeazoniad an dourusvec'h hollel

Azoniad o kevrediñ arouezioù an dourusvec'h ezkelligel, an dourusvec'h enkelligel hag un azdalc'h natriom bihanoc'h a-genfeur — ken ez eo natriomisvec'hiek ar plasma ; erzerc'haet eo dre ar gouliñvoù, an heug ouzh an dour, ar c'hweladoù, an uswask talmerel ha strafuilhoù nervel a c'hell mont betek ar c'homa ; azoniad o tarvezout e-kerz skorted lemm al lounezh gant isvorc'h pe anvorc'h troazh ma tiounezer dreist muzul trefennadoù holenek pe glukozek, skorted digevassavet an avu, kirrozioù an avu ezwanet re alies, skorted vras ar galon gant naoued al lounezh goude mezegadur troazhusvorc'hus peurliesañ ; prederiet e vez dre lemel natriom ha dour dreist holl.

Kent War-lerc'h