Bezañs a-vras ar glikin en troazh, arouez vevoniel pennañ ur c'hleñved enzimatek hêrezhel (ar glikinoz) diwar migennevid an amidrenkenn-se ; erzerc'hañ a ra gant ar maban dre strafuilhoù koazhadel, un akidoz ha direizhoù en empenn hag er gwad (olgwenn neutrofil, olpladanoù ha tuadur d'ar poreoù) ; devoudet eo gant un diouer bevec'haozañ ar glikin, hemañ o yoc'hañ er gwad (glikinwadusvec'h) hag o vezañ ezvevennet dre an troazh (sl. glycine, glycinurie).