1 Muiaat ampled ha buanded ar fiñvoù : korea, atetoz, ballegezh, krenerezh, midantoù, ha hiziv dreist holl, dre vras, fiñvoù andiarvenn 'zo e-maez eus an azoniadoù-se, evel an usfiñvegezh delanket gant an neurolepteier, houmañ o kemer peurliesañ furm ar mifiñv ampellat (sl. dyskinésie tardive) ; arveret en amiegouriezh da aroueziñ ar reñver en o aliested hag en o c'hreñvder eus argrezadoù ar grozh e-kerz ar gwentloù. 2 Arveret ivez a-wechoù evel kenster da Gl. convulsion (sl. 2. convulsions). 3 Gant aozerion 'zo e vez anvet Gl. hyperkinésie ur furm eus ar vroudedigezh, anezhi un usniñv bred oc'h anadiñ e rezh ar c'hefroù loc'hadel dreist holl (sl. excitation).