Preder

Geriadur ar vezekniezh

hypercalcémie provoquée : épreuve d'∼calcium infusion testprouad ar c'halkiomvec'hiañ

Studi argemmadoù ar c'halkiomwadvec'h goude ensinklañ engwazhiennel herrek 0,8 mL/kg eus un dileizhenn glukonat kalkiom da 10 % ; ent reol, 15 min goude an ensinkladenn e sav ar gwadvec'h kalkiom da 125 mg/L ha diskenn d'ar feur reol (100 mg/L) goude 2h30 ; dre ar prouad-mañ ez imbourc'her gouested ar bevedeg da herzel ouzh ar gwadusvec'h kalkiom, peurgetket da vorc'hañ ar c'halkitonin ; peurliesañ e vez hiraet krommenn ar gwadvec'h e kleñvedoù ar skoedenn (ar pennsac'h eeun, ar skoedusvorc'h ha dreist holl ar skoedisvorc'h) oc'h erzerc'haat skorted borc'hañ ar c'halkitonin (sl.  calcitonine).

Kent War-lerc'h