1 Lenañ ur molekul dour ouzh un danvezenn, ouzh he zreuzfurmiñ en un danvezenn all, sk. : enaozañ ar glukoz dre zourlenañ ar glikogen. 2 Dazgwered kimiek dec'hanet gant an ion H + pe OH - eus an dour ; klok e c'hell bezañ an dourrannañ, sk. : ec'haoz ar garbidenn galkiom ha dilaosk aketilen, pe darnel, sk. : gant halioù trenkennoù pe bazennoù gwan.