Fennad liñvenn levrus e kavenn kambroù an empenn (empennfoeñv diabarzh pe empennfoeñv ar c'hambroù), pe e-maez an empenn etre ar pilhonennoù (empennfoeñv diavaez), o vuiaat a-wechoù ec'honad ar c'hlopenn ; en devoud, hiziv, ez arouez an termen an empennfoeñvoù diabarzh, eleze arledadur ar c'hambroù gant reñver al liñvenn, kentael pe eilvedel d'ur skoilh ouzh amred hag assugadur al liñvenn benn-kein ; empennfoeñv henek an oadour, gant gwask reol, a zec'han strafuilhoù ar c'herzhed hag ar c'helc'hstrishaerioù, ha direizhoù kefredel, en ervez da argizañ dre an amdreugañ kambr-ampelenn (sl. dérivation du liquide céphalorachidien dans l'hydrocéphalie).