Fennad levruzenn e-barzh ur c'houinsae (dourvozhell c'houinsaeel, Gl. hydrocèle vaginale) reol pe astennet dre ur ganol ampelenngouinsaeel manet forzhek en he fezh pe azarn (dourvorzhell c'hanedigel, Gl. hydrocèle congénitale) ; an anvad a lakaer ivez war ensiladur levrus gwiad kellaouek ar gousac'h (dourvozhell ar gousac'h, Gl. hydrocèle des bourses) pe, aleteñvel, war gistoù ar muzelloù bras (dourvozhell venevel, Gl. hydrocèle de la femme).