A-gent, nep dispuilhad c'hwezigennek ; hiziv, termen a arverer gant un hogozenn da aroueziñ lies anaez : 1) hydroa gloevennek (Gl. hydroa bulleux), arvez eus an eritem liesneuz (sl. érythème polymorphe), 2) eritem hañvek (Gl. érythème estival), furm skañv a 'n hidroa vaksinvanek, 3) hydroa puerorum, furm vugelel eus kleñved Duhring-Brocq, 4) hydroa vaksinvanek (Gl. hydroa vacciniforme), dispuilhad c'hwezigennburbuennek war un diaz tanijennek, o treiñ e gouliezoù linus ha trouskennoù azgell o lezel war o lerc'h kleizennoù gwenn trebadek, 5) hydroa c'hwezigennek (Gl. hydroa vésiculeux), furm a 'n eritem liesneuz, ar c'hwezigennburbuenn gentael o vezañ ur c'helc'hiad c'hwezigennoù war he zro.