Preder

Geriadur ar vezekniezh

hospicehome, old people's homeboti g. -où

Diazezadur kedvuhezel pe gwaredvezegel evit herberc'hiañ an henaded pe an dud nammet amzalc'hiat.

NOTENN : Un arver istorel dreist holl zo hiziv da Gl.  hospice, termen oc'h aroueziñ gwechall an ospitalioù (hospices de Beaune) ha diwezhatoc'h an diazezadurioù o herberc'hiañ an dud kozh pe ar glañvourion dibare (hospice de Bicêtre) ; dindan an anvad boti e renker, diouzh un tu, an tiez o tegemer tud kozh hepken (tiez diwaz, Gl.  maisons de retraite), an HHA (Gl.  EHPAD, sl.  hôpital rural) hag ar c'hreizennoù arbennik ma reer war-dro tud kreud- pe vrednammet ; kinniget eo bet reiñ an erdal ledanañ da Br.  herberc'hti ha lakaat da isrummoù dezhañ ar c'hurdioù hag ar botioù (sl. La-09 201).

Kent War-lerc'h