Preder

Geriadur ar vezekniezh

hôpital rural ◊ ◊ ospital ploue

Klañvdi o c'hoarvezout eus ur wazrann vezekniezh hag ur wazrann amieg-ouriezh pe eus an eil no eben hepken ; e Frañs, abaoe ul lezenn eus 1971, e reer eus hevelep ospitalioù Gl.  unités d'hospitalisation (Br.  unvezioù klañvdiañ), en ur lakaat kemm etre an diazezadurioù mezegel (Br.  kurdioù) hag an diazezadurioù a zo dezho un amkan gwaredvezegel ha kedvuhezel evel herberc'htioù an henaded amzalc'hiat, HHA (Gl.  établissement d'hébergement des personnes âgées dépendantes, EHPAD) (sl. hospice).

Kent War-lerc'h