Diazezadur ma reer an imbourc'hioù hag ar prederioù mezegel na c'haller ket ober er gêr dre arbennoù kalvezel pe armerzhel, o herberc'hiañ gouziviaded pe ouzh o degemer e kuzuliadurioù diavaez ; anvad a zere hepken ouzh ar c'hurdioù a zo enno da nebeutañ ur wazrann vezekniezh hollek, ur wazrann surjianerezh hollek, ur wazrann amiegouriezh, ur wazrann skinouriezh, ur wazrann vabouriezh, un imbourc'hva bevoniezh vezegel, un aozadur dent-ouriezh ha, diouzh an dro, unvezioù evit ar prederiadoù gourarbennikaet.
NOTENN : Kemm a lakaer etre Br. ospital ha Br. klinikenn (sl. clinique), en ur reiñ da Br. klañvdi un erdal engronnus ; gant Br. kurdi (Gl. établissement de soins) emañ an erdal ledanañ (sl. centre hospitalier).