Perzh gant loened 'zo da vont a liv gant ar metoù ; anv a reer eus arunliv fest (Gl. h. fixe) pa chom digemm livrezh al loen, a neuz gant ar metoù ma vev boas, eus arunliv keflen (Gl. h. mobile) pa argemm buan livrezh al loen da heul hini ar metoù ; an termenoù Sz. procrypsis, Br. erguzhañ a laka e penn kont ar pal arzodet d'an arunlivañ : emwareziñ ouzh ar preizhered.