Studi arvezioù neuziadurel ar c'hleñvedoù, eleze an daskemmoù devoudet er gwiadoù hag en organoù gant an argerzhioù kleñvedel ; ent klasel edo div hentenn imbourc'h, korrselladel ha meurselladel e kerz an neuzkleñvedouriezh ; aznevezet eo bet gant ar gelligouriezh, ar c'horrgreskerezh elektronek, tiñverezh ar gwiadoù, ar wiadkimiezh, ar wiadenzimouriezh, an hangaeouriezh, an izotopoù skinoberiek.