Preder

Geriadur ar vezekniezh

Hodgkin : maladie de ∼, lymphogranulomatose maligneHodgkin's disease, Pel-Ebstein diseasekleñved Hodgkin

Anaez naouus, ent klinikel, dre goeñvadur ar gwerblennoù bas ha don, usvent ar felc'h, un derzhienn didorrennek pe adfeilhus, a-wechoù mareadek, anafoù kroc'hen debroneiat, eleozinofil ; marvus ent emdarzh a-benn un nebeut bloavezhioù ; gwelladus dre ar skingurañ agreñv hag ar c'himigurañ kevredet, pareadus zoken pa vez lec'hiek an tizhadur ; ent neuziadurel, dre freuzadur luniadezh ar gwerblennoù dre un neridigezh limfoidel ha retikulo-endotelel kevret gant ar skleroz ; dindan gevarguz e chom arbenn ha zoken rummad nozologek ar c'hleñved : nes eo d'ar yoc'hennoù yud dre vezañs an dassezioù flugezel, dre e arvez hollek avat e tenn d'ar poreoù — kevredet e vez a-wechoù gant ur viruz EB ; dre zoareoù 'zo ez eo heñvel ouzh ar c'hleñvedoù dre negez an hangae kelligel (sl.  carence immunitaire, lympho-sarcome).

Kent War-lerc'h