Seurtad lipoidoz hêrezhel kuñv treuzkaset er mod enkilek war a hañval, naouus dre usvent leiek an avu hag ar felc'h hag alies dre ur purpura hag un olpladanoù, dibaot dre un ikter, strafuilhoù lagadel, nervel, skeventel ha kroc'henel ; soulgarget eo ar felc'h gant sfingomielin pe glikosfingolipidoù hag aloubet ar mel eskern gant an histiokit glas-mor, anezho kelligoù retikuloendotelel a 20 da 60 µm treuzkiz, puilh en o c'hitoplasm greunigoù lipidek o wiskañ al liv pers, “glas-mor”, dre galvezder Giemsa ; dindan gevarguz e chom arbenn, ardarzh ha betek staelad nozologek an anaez-mañ.