Spesad viruzoù eus kerentiad an Herpesviridae, o tevoudañ kentporeadoù lemm strewek heuliet gant poreadoù enkelat hag azblivadoù tamm pe damm mareadek (kornsaefo erorel, eror gweuzel adfeilhus) ; daou rizh : HSV1, HSV2 (sl. herpès) ha tri iskerentiad a reer hiziv eus an Herpesviridae : α) an Alphaherpesvirinae, gougevret outo ar genadoù Simplexvirus ha Varicello-virus, β) ar Betaherpesvirinae (genadoù : Cytomegalovirus pe Herpesvirus denel 5, Roseolovirus pe Herpesvirus denel 6, an Herpesvirus denel 7), γ) ar Gammaherpesvirinae (en o zouez al Lymphocryptovirus, viruz Epstein-Barr pe Herpesvirus denel 4 o wazhañ hanbarek al limfokit B, kavet er mononukleoz poreel, e limfom Burkitt hag e kankr ar fric'hargadenn — hep ma c'hallfed arzodiñ dezhañ ur roll devouder en anaezioù-se).