Pore henek kiriek dezhañ an Herpesvirus kerc'hus d'ar c'hroc'hen ha d'ar gwiad nervel ; goude ur c'hentporead enkelat alies e teu erzerc'h un dispuilhad arreadek, degouezhek pe adfeilhus, anafoù kroc'hen e rezh c'hwezigennoù treuzwelus a vent gant ur penn spilhenn, bodet a strolloù e-kreiz un amdioñv ruz ; diforc'het e vez : a) ar viruz a rizh 1 (HSV1), kentporeüs ken abred hag ar vugeliezh, e devoud ur munsungenaoufo gant terzhienn, c'hwezigennoù war glaourgenn ar genoù, c'hwarrenn is-gaved hag, a-wechoù, kevresaefo ha kornsaefo ; bennozh d'an antikorfoù e van enkelat ar poreadur nemet e tarvez resmiadoù liesrezh da geñver ar poreoù, ardizh an heol, ar mizioù, ar fromadennoù — emañ an hangaeastaleion avat en arvar a 'n empennfo erorel (Gl. encéphalite herpétique), grevus, marvus alies pe o lezel arlenadoù brednervel bras ; b) ar viruz a rizh 2 (HSV2), kiriek d'an eror ganadel (Gl. herpès génital), o treledañ dre dreuzkas revel ; emañ ar vugale ganet gant ur vaouez tredizhet war riskl d'ur pore hollek marvus (sl. Herpes simplex virus).