Preder

Geriadur ar vezekniezh

hernieherniaogad g., avelenn b.

Tolzad hevonn furmet gant un organ pe ur parzh organ, ar pervez peurliesañ, aet er-maez eus ar gavenn en endalc'h ent reol, dre un igorenn naturel pe darvoudel ; hervez an organ hag al lec'hiadur, e teskriver : an avelenn vorzhedel pe a-vorzhed (Gl.  h. crurale pe fémorale) oc'h ogañ dre walenn ar vorzhed, dindan stagell ar varlenn ; an avelenn varlennel pe a-varlenn pe barlennogad (Gl.  h. inguinale) o treuziñ speur ar c'hof dre dreug kanol ar varlenn, dreist stagell ar varlenn ; an diskogad (Gl.  hernie discale), balirad an disk etre-melloù e-barzh kanol ar mellkein diwar an ezvount war dreñv eus ar gronn bouedennek, o tarvezout peurliesañ etre ar 4e ha 5t mellenn dargreiz hag oc'h amwaskañ an nervenn a-goazez ; an avelenn c'hremel (Gl.  hernie hiatale), ogad ur parzh eus ar stomok dre c'hrem an treizher ; an ogad kaher pe kaherogad (Gl.  hernie musculaire pe myocèle), eztead ur parzh kigenn dre ur boulc'h darvoudel eus ar gouin lienstirenn (sl.  bubo-nocèle, diaphragmatocèle, engagement cérébral, étranglement, éventra-tion, omphalocèle).

NOTENN : Heñvelster eo ogad hag avelenn, nemet ez arverer an termen-mañ diwezhañ evit deanviñ ogadoù ar ganol vezhur dreist holl.

Kent War-lerc'h