Anaez familhel hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, o tizhout an oadour yaouank, naouus, ent klinikel, dre un digenurzh a rizh ilpennel eus al loc'hadoù, an argenk ilpenndasstrizhek, strafuilhoù ar c'homz, nistagmuz, damougoù astirenn reñverek, arouez Babinski hag, a-wechoù, nervennfo gweledel, seizioù lagadloc'hadel, ferennlug, teskad azonoù o tedreiñ gorrek war c'hrevusaat betek an andrafted klok ; ent neuziadurel, dre isteñv tolbezennoù kostezel an ilpenn ha, dreist holl, dre zic'henezhadur ar stiradoù livenn-ilpenn ha, leiekoc'h, ar pañsoù adreñv ; sellet e vez an ankedre ahêrezh evel lodek en dic'henezhadur livenn-ilpenn a-hêrezh.