Preder

Geriadur ar vezekniezh

hérédité liée au sexesex-linked heredityhêrelezh revereet

Treuzkas un doareenn a-zalc'h ouzh ur c'henenn loet war ar parzh ankevelep eus ur c'hromozom revel (eleze kevarall etre ar c'hromozomoù X ha Y) ; un doareenn enkilek eo peurliesañ, oc'h anadiñ gant ar paotr, hag o chom mut gant ar plac'h, pa sour war ar c'henenn he allelenn drec'hek loet war ar c'hromozom X all ; e se, e vez hevelep regoù hêrezhel (da skouer an daltonegezh pe an hemofiliezh) treuzkaset gant ar merc'hed hag erzerc'haet gant ar baotred (hêrelezh trevenevel, Gl.  hérédité diagynique) (sl.  caryotype, diagynique, hologynique).

Kent War-lerc'h