Preder

Geriadur ar vezekniezh

hépatite virale ou à virusviral hepatitisavufo viruzel

Tanijenn an avu devoudet gant ur viruz, oc'h erzerc'hañ ent klasel dre un ikter ; an daou seurtad dizoloet da gentañ (1964) e voe an avufo A (avufo darreuziadek), an hini paotañ (80 % an degouezhioù) hag an avufo B (avufo enkoradel) ; a-douez an avufoioù all, renket da gentañ dindan ar skritell “avufoioù nag A-na B”, e voe digejet an avufo C hag an avufo E (1989) ; an avufo D, bet hennadet e 1977, zo disoc'h ar c'henboreañ pe an dreistporeañ gant ar viruz B hag ar gwezher delta ; emañ viruzoù all, bihanoc'h o avugerc'h, e devoud avufoioù : ar viruz EB, eus kerentiad an Herpesviridae, ar c'hitomegaloviruz, h.a. ; anv a reer ivez eus furmoù all, a skriteller avufoioù nag A-B-C-D-E, reoù anezho a anver avufoioù F, G…, ivez ur stroll nevez avufoioù diwar viruzoù GBV eus kerentiad ar Flaviviridae.

Kent War-lerc'h