Kleñved hêrezhel a stader gant ar vugale hag an dud yaouank, o teraouiñ a-wechoù dre un ikter leiek, naouus dre ur reuter dasstrizhek hag ur c'hrenerezh, ur walenn staenek war wrimenn ar gornsae (trogornsaeenn Kayser-Fleischer), strafuilhoù bred (tuzumadur kefredel, gourboz) hep envedi ; treuzfurmet eo bet an dedroadur, marvus ent emdarzh, gant ar prederiañ dre ar c'helaterioù (D-penikillamin) ; ent neuziadurel ez eo naouus kleñved Wilson dre gevreted un avufo nozelek ha dic'henezhadur ar rizenneg (sl. chélateur, dégénérescence hépatolenticulaire).