Poread an avu manguñv alies en e zeroù, o tedreiñ gorrek dre resmiadoù terzhienn hag ikter etrezek ur c'hirroz gant usvent an avu hag ar felc'h, krennet a-wechoù gant ar marv dre wadliñvoù diwar uswask porzhel, koma avuien pe dic'henezhadur yud ; naouus ent neuziadurel dre anafoù kantet en deroù er gremoù etreflipezennel (ensiladur plasmolimfokitel), stad anvet avufo henek trebadek (Gl. h. c. persistante) ; en un eil stad, dre aloubidigezh ar flipezennoù ha gwazhadur kentañ kelligoù an avu, an avufo henek gwezhius (Gl. h. c. active) eo ; un trede stad, ar c'hrevusañ, an avufo henek keuzius (Gl. h. c. agressive), eo hini marvennadur ar c'helligoù avu ; en orin an avufoioù henek emañ an avufoioù C dreist holl, B ha D ivez, nepred A, an avufoioù liaien hag an avufoioù unanhangaeel (sl. cirrhose post-hépatitique).