Anaez diwar ur viruz spesadel gant DNA, viruz an avufo B (HBV), eus kerentiad an Hepadnaviridae, oc'h enteiñ er bevedeg dre an arver eus nadozioù ha strinkelloù gouziblet, an ensinkladur eus gwad pe gwadveiz denel louezet pe, dreist holl, dre an diastok glaourgennel ouzh halv pe borc'hadoù ganadel ; reuziañ a ra er “strollennoù uhelriskl” : koskor an imbourc'hvaoù hag ar gwazrannoù dializ, kaezhiaded, heñvelreviaded ; heñvel eo an azonoù ouzh re an avufo A, nemet ez eo hiroc'h ar gounervezh (a 60 da 150 devezh), paotoc'h ar furmoù anikterek ha diazon ; diazezet eo an deznaou bevoniel war vezañs an antigen HBs kevredet gant an antikorf antiHBc a rizh IgM ; e 90 % eus an degouezhioù e pare an HB dindan 6 da 8 sizhunvezh ; en un 10 % all e talc'h ar viruz da drigañ er bevedeg (dougerion hadennoù) : yac'h e van 30 % eus ar re-mañ ha gant 40 % (furmoù anikterek, hangaeastaleion, goureved dreist holl) e stader azonoù un avufo henek trebadek (Gl. hépatite chronique persistante) ; erfin, gant an 30 % all, e tedro gorrek, war un 30 vloavezh, un avufo henek gwezhius (Gl. hépatite chronique active), en ervez da zifourkañ en ur c'hirroz ha, 10 bloavezh goude, en un hepatokarkinom ; ergemennet e vez ar vaksinadur ergurañ d'an hiniennoù ardizhekañ.