Preder

Geriadur ar vezekniezh

hépatite A, HAhepatitis A, HAavufo A, HA

Tanijenn avu diwar un enteroviruz gant RNA, viruz an avufo A (HAV), eus ar genad Heparnavirus, oc'h enteiñ er bevedeg dre hent koazhadel ; anaez skignek, darreuziadek a-wechoù  ; goude ur gounervezh a 18 da 40 devezh, e teu erzerc'h e rezh un ikter hag un derzhienn leiek ha pareañ a-benn 15 devezh ; stadañ a reer furmoù yud gant isteñv goulemm an avu hag, en eneb, furmoù diazon (en 80 % eus ar boblañs e noter bezañs an antikorf antiHA a rizh IgG) ; erguret e vez dre ziounit gammaglobulinoù hag, abaoe 1992, dre ar vaksinañ.

Kent War-lerc'h