Preder

Geriadur ar vezekniezh

anaphylaxieanaphylaxisdarwalladezh b.

Kresk ar gizidigezh ouzh un antigen dec'hanet gant ur c'heraez kentañ dre ensinklañ, dre euvriñ pe dre enanalañ (keraez eraozus), oc'h anadiñ da geñver un eil keraez (keraez diaskus) e rezh un erwezh (an darwallad) a zo en e furm c'hrevusañ ar bleuz darwalladel ; arveret e vez a-wechoù darwalladezh, allergiezh ha dreistkizidigezh evel heñvelsterioù ; treuzkaset e vez an darwalladezh d'ur bevedeg dieraoz dre ensinklañ outañ gwadveiz ur bevedeg kizidikaet, an darwalladezh c'houzañvat eo ; heñvelderioù zo etre an darwalladezh hag an hangae, an diforc'h eo e c'hoarvez an hangae eus un digresk kizidigezh ouzh an antigen goude ar c'heraez kentañ (sl.  immunité).

Kent War-lerc'h