Anaez hêrezhel enkilek revereet, treuzkaset dre ar maouezed hag o tizhout ar wazed hepken, oc'h erzerc'hañ ken abred hag ar vabaniezh dre ar raktued d'ar gwadliñvoù grevus, emdarzh pe gwezhiet, anharzadus hag adfeilhus, naouus dre un dale bras a 'r c'haoulediñ diwar ezvezañs ar parennoù antihemofilek A ha B (alese ar c'hemm etre an hemofiliezh A hag an hemofiliezh B, pe kleñved Christmas, dibaotoc'h) ; reol e vez holl elfennoù all ar gwad koulz hag endotelienn ar gwazhied ; dre an erwezhiadoù hangaeel e tiforc'her an h. A– ha B– (ezvezañs ar parennoù A ha B) hag an h. A+ ha B+ (ma vezont bezant, met diwered) ; hep prederiadur e vez an hemofiliezh dilañsus hag alies marvus ; abaoe 1970, ez eo bet treuzfurmet an erdeb bennozh da liaoù o pourchas d'ar gwad ar parennoù ezvezant.