Livegenn analadel bezant en hemati hag o reiñ dezho o livrezh ruz, anezhi un holoprotein a dolz mol 68 000, dezouger oksigen d'ar gwiadoù, a zelun bloc'hel (C738H1166FeN203O208S₂)4, ennañ ur stroll prostetek, an hem pe ferroprotoporfirin IX, hag ur protein, ar globulin, ouzh e ober daou zigorvell polipeptidek α ha β, amparet a-getep gant 141 ha 146 amindrenkenn ha kediet gant pep molekul hem ; e gwad an den e sav feur an hemoglobin etre 8,1 ha 11,2 mmol/l gant ar gourev, etre 7,4 ha 9,9 mmol/l gant ar venev ; ennañ ez eus etre 2,5 ha 3 g houarn, eleze ar 65 % eus houarn ar bevedeg ; meur a seurtad hemoglobin a zeskriver : an HbA₁ hag HbA₂, a-getep 98 % ha 2 %, furmoù bonan an oadour, an HbF, furm reol ar grouell, ar furmoù HbC, HbE, HbS, h.a. o vezañ kleñvedel.